REDADEG 2024 - Kanaouenn Ofisiel

Sdílet
Vložit
  • čas přidán 7. 12. 2023
  • Trugarez da : Kaolila hag el Maout evit ar ganaouenn-mañ ! REDEK A RAN !
    Plijadur d'an holl !
    *****************************************
    Kanaouenn : Kaolila
    Pozioù : Gege Gwenn
    Mekanikoù ha kan : Manu el Maout
    Kan : Arzela Abiven ha Marion Gwen
    Gitar bout ha kan : Faustine Audebert
    Violoñs : Nicola Hayes
    Gitar : Doniphan La Porte
    Enrollañ ha kemeskañ : Antonin Volson
    Seveniñ : Tanguy Alanou
    Skeudenn Redadeg 2022 : Kenan an Abask, Yann-Ildut Galliou
    Dielloù grafek : Krand Du
    *****************************************
    Pozioù :
    REDEK A RAN
    BIP BIP BIP
    Savet da beder eur rik
    Ur banne kafe lambig
    Ur berukenn war va fenn
    Ha pailhour war va dremm
    Gwiskan va bragoù lufrus
    Ha va botoù sport flaerus
    Arc'hhh Daou vloazh 'zo n'am eus ket redet
    Ha setu arru poent AR REDADEG !
    Bastian ar Balp a zo bev
    E-unan e kreiz ar c'hroaz hent
    Ne glevan ket mad anezhan
    Ur vaouez koant ruz he blev
    War he marc'h war bord an hent
    Hag a zo o komz gantan
    Redek a ran
    Redek a ran
    Redek a ran
    Ne vefe ket Marion ?
    Redek a ran
    Redek a ran
    Redek a ran
    A-denn alan
    Strollad EV war al leurenn
    A gas dru ar c'han-bale
    Pogo dirak an iliz
    Ha pelloc'h c'hoazh war ar blasenn
    Ur pezh-c'hoari a-zoare
    Graet e stal d'ar markiz
    Redek a ran
    Redek a ran
    Redek a ran
    Keineg ha Milin
    Redek a ran
    Redek a ran
    Redek a ran
    A-denn alan
    Enaouet ar stered
    Klouar e vo an noz
    C'hoari tro ar poull-dour
    Koulz-se e redan
    Eno ar c'hannerezed
    A ziwall hep repoz
    Feunteun ar gwir amour
    Koulz-se e redan
    E kreiz-kêr Naoned er c'hastell
    He skeudenn ouzh ar prenestr
    Petra 'man hi o sonjal
    Kollet eo bet ganti ar brezel
    Biken ne vimp digabestr
    Ne c'hellomp ket hunvreal
    Redek a ran
    Buhez Dukez Anna
    Redek a ran
    Enni e sonjan
    Redek a ran
    Redek a ran
    Redek a ran
    A-denn alan
    Kervaria an Intron
    Redek a ran
    Lanneier Plogonv
    Redek a ran
    Holen Gwennrann
    Redek a ran
    Ne deu ket ar skuizh warnon
    Redek a ran
    Barzhoniezh Anjela
    Redek a ran
    Skeudennoù Bernez
    Redek a ran
    Tonioù Denez
    Redek a ran
    'Zo livioù va deizioù
    Redek a ran
    A-denn alan....
  • Sport

Komentáře •