2018 Talec Le Brigant Fisel

Sdílet
Vložit
  • čas přidán 19. 09. 2020

Komentáře • 12

  • @loicheurteaut6178
    @loicheurteaut6178 Před 6 měsíci

    Bal fisel
    Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet
    Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se
    Geo geo geo gwir mat eo se
    Hop hop hop n'eo ket gwir an dra-se
    Geo geo geo gwir mat eo se
    Ha bremañ meus bet ur gwaz, me meus gantañ plijadur vras
    Tommañ a ra din ma gwele, plijadur am eus noz ha deiz
    Ma 'meus kement-se plijadur, me m'bo unan o a-dra-sur
    Lavar din-me petra peus na bremañ pa m'och dimezet

  • @loicheurteaut6178
    @loicheurteaut6178 Před 6 měsíci

    Ton hir - Pardon Sant Servez
    Kentañ moa bet ar boneur da anavout ma mestrez
    Oa ‘n daouzek a viz mae, deiz pardon Sant Servez.
    Ur c’houlaouenn gantei n’he dorn barzh ar prosesion
    Charmañ reas ma sentimant, joaius oa ma c’halon.
    O na pa sellen sa de'i, gaven de’ï c’hoarzoù vad
    O na pa c’hoarzen sa de'i, he rae din serr-lagad.
    Ha neuzen me de c’houlenn gant ma c’hameradoù
    Pesseurt micher n'oe ’r plac’h penaos oa hec’h ano.
    Ha kerkent oa respontet gant ma brasañ mignon
    Nag e oa pennherez vat, nag ur plac’h a-feson.
    Nag e oa pennherez vat hag ur plac’h a-feson
    A dra-sur dre ’r vadiant, he ano Marivon.
    Deus an noz barzh ma gwele ma spered vije diaes
    Kar ne oaren hent ebet d’hont da di ma mestrez.
    Ha me da soñjal neuze un nozvezh goude koan
    Na 'vit kemer penn an hent, evit tremen ar saon.
    Ha pa ma tremenet ar saon ha tremenet an dour
    Me da c’hervel ma Doue, 'vit donet d’am sikour.
    O ma Doue puissant, bezet ar vadelez
    Da zont da goñduiñ 'c‘ha'on, betek ti ma mestrez.
    Na pa ma tremenet an dour ha tremenet ar saon
    Me weles ur menajig, ba’ n’un tiig e-gunan.
    Me antreal barzh ar porz tremen' dirak ar prenestr
    Hag e welen Marivon, ’h ober he ziegezh.
    N’ur antreal barzh an ti moa saludet an dud
    D’an haïn (hani) gozh muioc’h ansion ma roet ar c’hentañ salud.
    Hag an eil salud goude moa roet da Marivon
    Ha klevet he fropojoù, joaius oa ma c’halon.
    Ha neuzen me da soñjal 'oan gant Doue choajet
    D’hont betak ti ma mestrez 'vit bezañ uniset.

  • @loicheurteaut6178
    @loicheurteaut6178 Před 6 měsíci

    Appel à la danse & Ton berr - Jan bihan Poulichen
    Paotred ha merc'hed yaouank deus a goste Kerfolben,
    Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ?
    Ne anavit ket Jañ bihan a zo o chom e Poulichen ?
    En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion.
    En em zoug kandidad 'vit ar c'hentañ eleksion,
    Hag a chom e Sant Trefin mestr war ar grotoujen.
    Pa vez ai hanter beure e vez gwelet Mai’nan,
    Oc’h ober tro Poulichen e klask war lerc'h ar Jañ.
    Arsa ‘ta, ‘med Marianna, peus ket gwelet ar Jañ ?
    Lâr a rit dezhañ dont d'ar gêr, na prest e c'hafe bremañ.
    Hag ur pennad goude aie Jañ ar beg druz,
    Na n’evo ket e gafe ba’r piskol stubell ruz.
    Jañ bihan deus Poulichen, hennezh e mestr an dud,
    Na n'evo ket e gafe ken marvet pemzek tamm zu
    Me lâra deoc'h e gwirionez, henz zo eur plas kaset mad,
    med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl
    Med allaz dirijet eo digant pevar den kapabl,
    Emañ Mai'nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab.
    Emañ Mai’nan, ar boc'h Moris, ar Jañ bihan hag e vab,
    Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad.
    Hemañ ‘zo ur c'hanfard yaouank ha deus skol da Lanniskad.
    Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras.
    Pe vez erru ar yaou e vez graet un devezh bras,
    Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc'h glas.
    Vez staget an daou ejen ha neuzen ar marc’h glas,
    Ar boc'h kozh, ar boc'h bihan, o daou da dreiel douar.
    Dousig, dousig, ma mab kaezh, na douchit ket re vuan,
    Kar ma’c’h it re dost d’ar vord, e kouezhiet en hent don.

  • @hoornaertregis5549
    @hoornaertregis5549 Před 3 lety +2

    j'adore !

  • @philippelemoal2929
    @philippelemoal2929 Před 3 lety +1

    comme c'est bien !! ,,,,trugarez braz!!

  • @glamadidier4862
    @glamadidier4862 Před 9 měsíci

    comme tjs et dans la suite des anciens : les commentaires d'actualité ;-)

  • @Melvorgazh
    @Melvorgazh Před 3 lety

    Ur vrao a blac’h 💕Rozen Taleg 🌹

  • @allanmouk1635
    @allanmouk1635 Před 2 lety +1

    trugarez !

  • @tvbrokemperle1153
    @tvbrokemperle1153 Před 11 měsíci

    y a pas de son ?

  • @bernarddonnard9974
    @bernarddonnard9974 Před 3 lety +1

    Dreist !